Iron Man

Iron Man
Iron Man
Cosplay eus Iron Man er GEMA 2022

Titouroù embann :
Embanner : Marvel Comics
Krouet gant : Stan Lee
Senarioour(ien) : Stan Lee, Larry Lieber
Treser(ien) : Don Heck, Jack Kirby
Kentañ avantur : Tales of Suspense #39 (miz Meurzh 1963)
Titouroù ar personaj
Anv klok : Anthony Edward Stark
Lesanvioù : Tony
Lec'h orin: Long Island, e New York
Spesad : den
Arm : Houarnwisk Iron Man
Barregezhioù : Skiantour hag ijinour barrek-kenañ
Keveler(ien) : Captain America, Spider-Man, Pepper Potts, War Machine
Enebour(ien): Godzilla, HYDRA, Loki


Iron Man a zo ur gourharoz stadunanat. Embannet ar c'homic books ma konter e droioù-kaer gant Marvel Comics. Gwelet e voe evit ar wech kentañ en Tales of Suspense #39 (miz Meurzh 1963). Krouet eo bet gant an daou senarioour Stan Lee ha Larry Lieber ha gant an dreserien Don Heck ha Jack Kirby.

Anthony Edward Stark, anvet Tony peurliesañ, eo an den a wisk houarnwisk ruz ha melen Iron Man. Ur playboy pinvidik-kenañ eo, hag un dengarour, ur skiantour hag un ijinour. Gloazet da vat e voe e galon pa voe skrapet. D'ar mare-se e klaskas an dud o doa tapet anezhañ lakaat anezhañ da sevel un arm a zistruj bras evito. Met e-lec'h en ober e savas an houarnwisk a implijas da dec'hout kuit. Goude-se e tivizas kenderc'hel da wellaat ha da implijout an houarnwisk-se da wareziñ ar bed dindan anv Iron Man. Gant e embregerezh anvet Stark Industries e krou Tony armoù hag ivez e houarnwisk hag an armoù stag outañ. Pa voe krouet e oa an digarez en doa kavet Stan Lee a-benn lakaat ar gaoz war ar Brezel yen ha perzh an teknologiezhioù hag an embregerezhioù amerikan ennañ. Hiziv an deiz e stourm Iron Man ouzh torfedourien liesseurt hag ouzh sponterien.

Abaoe m'eo bet krouet pe dost eo bet ezel Iron Man eus Avengers ha meur a gomic book a zo bet gouestlet dezhañ. Meur a stirad skinwel hag a film ivez. Robert Downey, Jr. eo an aktor a c'hoari e roll er filmoù Iron Man (2008) hag Iron Man 2 (2010). Gwelet e vez ivez er film The Incredible Hulk (2008). C'hoari a raio ivez er film The Avengers (2012) hag en Iron Man 3.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search